Feulsterioù 'ba lise Itron Varia Kreiz-kêr Kastell-Paol: ur Betaram mod Breizh?
Feulsterioù korf ha revel zo bet ‘ba Lise Itron Varia Kreiz-kêr ‘ba Kastell-Paol. C’hoarvezet int dreist-holl e-kerzh ar bloavezhioù 1970-80 ‘vel ‘pezh ‘oa bet embannet gant ar media enklask enlinenn Splann.
Un ambiañs evit spontañ ar re yaouank pe dresiñ anezho ‘vel ‘pezh ‘zo bet kontet deomp gant Ronan L’Hourre, bet skolajiad ‘bar C’hreiz-kêr un hanter kant vloaz 'zo bennaket. Klevet komz eus ar feulsterioù ‘ba skolaj-lise kristen Kastell-Paol ‘oa ket ur souezhadenn evitañ…
Selaouomp e desteni. Emañ gant Erwan Blanchard.